Hollved sinema Marvel

Hollved sinema Marvel (saozneg : Marvel Cinematic Universe) a reer eus ur bed faltazi boutin da veur a c'hourharoz. Kaset eo ar raktres war-raok gant Marvel Studios, ha diazezet eo ar filmoù war tudennoù Marvel Comics. Damheñvel eo ouzh Marvel Universe a gaver e comics Marvel. Temoù, lec'hioù, aktorien ha tudennoù a zo boutin d'ar filmoù ivez. Evit poent ez eus deuet pemp film er-maez : Iron Man ha The Incredible Hulk e 2008, Iron Man 2 e 2010, Thor ha Captain America: The First Avenger e 2011. Tri film alla z o raktreset: The Avengers, Iron Man 3 ha Thor 2.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search